Ur skol kevredigezhel eo Diwan. Goulennet e vez gant ar gerent kemer perzh e darvoudoù zo evit brudañ ar skol ha gounid arc’hant evit mont en-dro ar skol. Evit lidañ o 60 bloaz e oa bet aozet ur pezh fest-deiz (https://www.ccbo-orvault.bzh/page/2175055-2024-60-ans) ha fest-noz gant kelc’h keltiek Orvez. Meret e oa ar boued gant skolioù Diwan Naoned, Sant-Ervlan ha skolaj Diwan Liger-Atlantel. Yen sklas e oa an deiz-se ha ne oa ket tomm d’an dud a youl vat o fardañ krampouezh.

Diwan est une école associative. Les parents sont sollicités pour participer à des événements pour promouvoir l’école et faire rentrer quelques sous pour faire fonctionner l’école. Le cercle celtique d’Orvault a organisé un grand fest-deiz et fest-noz https://www.ccbo-orvault.bzh/page/2175055-2024-60-ans . La restauration était préparée par les écoles DIwan de Nantes, Saint-Herblain et le collège Diwan de Loire-Atlantique. Il faisait un temps glacial ce jour là et il ne faisait pas chaud au-dessus des billigs.