E miz Gwengolo ez eo bet bugale klas MS/GS skol Diwan an Naoned el levraoueg KDSK, hag a zo er Greizenn Sevenadurel Breizhek, e Sant Ervlan. Goude ur veaj er bus, war al linennoù C20 hag 54, int bet degemeret gant Brendan, al levraoueger. Hennezh en deus lennet dezho meur a istor e brezhoneg, yezh ar skol.

Da c’houde o deus lennet ar vugale al levrioù a garent. Hag a-raok kuitaat o deus gallet amprestiñ ul levr bennak a zo bet kaset ganto d’ar skol. Mont a raint ur wech all, evit ar brasañ plijadur.

Au mois de septembre, les élèves de la classe MS/GS de l’école Diwan de Nantes se sont rendus à la bibliothèque KDSK, située dans le Centre Culturel Breton, à Saint Herblain. Après un voyage en bus sur les lignes C20 et 54, ils ont été accueillis par Brendan, le bibliothécaire, qui leur a lu des histoires pour enfants en breton.

Les enfants ont ensuite lu sur place les lives qu’ils souhaitaient. Ils ont pu enfin emprunter quelques ouvrages qu’ils ont ramenés à l’école. Ils retourneront au mois de décembre avec grand plaisir.