Bep bloaz e prient kleub c’hoariva skol Diwan Naoned ur pezh-c’hoari. D’ar 15 a viz Mezheven 2024 ez eo bet c’hoariet ar pezh « Amann ar Stered », bet savet gant Paul Madec, war leurenn ar c’h/Krapo Roy. Dre ziv wech o deus ar vugale c’hoariet eno dirak an arvesterien. Setu eta tapet gant an dremmourien yaouank ur begad skiant-prenet eus an dibab ha na vo ket ankounac’haet ganto !

Le club de théâtre de l’école Diwan de Nantes prépare chaque année une pièce en breton destinée à être jouée sur une scène nantaise. Le 15 juin 2024, c’est la pièce de Paul Madec intitulée « Le Beurre des Etoiles » qui a été jouée, à deux reprises, sur la scène du théâtre le Krapo Roy. Quelle expérience et quel souvenir pour les enfants !