Savboent Claude Hagège, yezhoniour
Claude Hagège a zo kelenner e Skolaj Bro-Frañs ha rener war studioù e Skol Bleustrek an Uhelstudioù. Bez ez eo oberour dek levr war ar gomz. Aet eo, evit ren e enklaskoù war ar yezhoù eus Afrika da Okeania, eus Europa d’ar bed arabek, eus Bro-Sina da virvaoù Indianed Amerika. Deut eo da vezañ brudet gant div oberenn - An den a gomz (1985) hag Ar galleg hag ar c’hantvedoù (1987) - ha dreist-holl goude bezañ bet kemeret perzh en abadenn "Apostrophes" war Antenne 2, hag en un heuliad abadennoù "Radioscopie" war France Inter.
Evit kinnig an danvez-mañ a zo unan eus perzhioù diazez Diwan, hon eus kavet a-zoare leuskel ar gomz gant ar c’helenner Claude Hagège hag embann tammoù eus e brezegennoù pa zeuas da Lannuon d’an 28 a viz mae 1988.
Barrekoc’h war ar matematik
Ar yezhoù zo ur reizhad arouezioù a c’hoarvez en ur c’heriaoueg a dalv da sevel lavaradoù. Implijet e vez arouezioù gant al lavaradoù-se, met bez e vez en tu all da se reolennoù d’o stummañ a-benn produiñ frazennoù gant ar c’heriaoueg e yezh-mañ-yezh.
D’an den unyezheger ne vez anat an arouezioù-se dezhañ nemet dre ar pezh a anver o zu sterdalvoudus (lodenn ar son) hag o zu sterdalvoudet (ar ster dre vras). D’un unyezheger ne vez nemet un arouezad da gement arouezer, pa vez d’an divyezheger daou arouezer evit un arouezad hepken, rak ne gemm ket ar ster gant an droidigezh pe an tremen eus an eil yezh d’eben. Dre ma vez liammet gantañ daou arouezer ouzh un arouezad e c’hello dielfennañ pishoc’h an arouezadoù. Barrekoc’h war an dezrannañ e vo an den divyezheger eget an unyezheger.
Meur a daol-arnod sirius ha pouezus a ziskouez e vez kalz muioc’h tuet ar vugale divyezhek da zeskiñ mat ar matematik ha da verat gwezhiadennoù bred diazezet war an difetisted.
Pegoulz e vez aesoc’h deskiñ ?
Etre o zri hag o fevar bloaz hag etre o dek hag o zrizek vloaz e vez ar ouestoni deskiñ yezhoù en he barr. En oadoù-se e vez en he brasañ ar varregezh emheñvelaat, a zo anezhi an diazez pennañ d’an deskiñ yezhoù. Goude trizek vloaz ne emdro ket ken ar benvegad distagañ ha mouezhiadiñ ar pezh a lak da gompren penaos o devez mil boan an dud vras da zeskiñ yezhoù estren. Goude trizek vloaz ivez e krog ar bugel, evit abegoù kevredigezhel, da c’houzañv destrizhoù diwar e demz-spered, diegi deuet diwar e youl difenn e skeudenn, an aon da vezañ graet al lu gantañ, ar pezh a zo emzalc’h tud deuet. Ur skoazell vras eo d’ar vugale bout hep an holl zestrizhoù, an holl damalloù a verk an oadour goude e drizek vloaz. Lakaet eo bet anat gant taolioù-arnod penaos e c’hell ar bugel ober gant an emheñveladur fonetek hag ivez kaout barregezh distagoniel ha mouezhiadoniel, ha neuze deskiñ mat ar gerioù hag an ereadur hag ivez an distagadur. Gant se e vez aesoc’h deskiñ ar yezhoù estren.
Splet teknikel ar brezhoneg
Kavet e vez e yezhoù all azonioù par da frammadur ar frazenn vrezhonek; e giz-se e vez aesoc’h d’ar vrezhonegerien mont war studi yezhoù all. Kement-mañ a lak ar bugel brezhoneger da gaout dre berzh ur yezh estren a-walc’h, un toullad mat a araezioù displegañ a zeu en tu all d’ar re a ro dezhañ ar galleg.
Ur pinvidikadur sevenadurel eo se, rak gellout a ra ar bugel meizañ, dre ar yezh disheñvel-se, merkoù patromoù a vez e kalz yezhoù all hag he deus krog a-walc’h warno an divyezhegezh brezhoneg-galleg. Evidon eo dibriz talvoudegezh kement-mañ evit ar pezh a sell ouzh an diorroadur sevenadurel, kefredel ha buhezegezhel zoken.
Brezhoneg ha galleg
Ne welan ket penaos e vije un dislavar bennak etre kas war-raok ar yezhoù rannvro ha gwareziñ ar galleg.
Ne c’heller krediñ da vat e difenn ar galleg a-enep da aloubidigezh ar saozneg-amerikaneg nemet ma kempenn ar galleg e di ha neuze ma ro lañs Bro-Frañs d’ar yezhoù rannvro, ha d’ar brezhoneg peurgetket, ar pezh o deus ar gwir da c’hortoz diganti gant gwir abeg.
Merzout a ran penaos n’emañ ket ar brezhoneg o lakaat ar galleg en arvar. E-mesk an dud a zifenn ar galleg a-enep d’ar saozneg-amerikaneg e kavan kalz muioc’h a dud a gomz yezhoù rannvro eget a c’hallegerien unyezhek. Gallout a ra an emzalc’h-se bezañ treuzlec’hiet war an dachenn etrevroadel. N’emañ ket ar brezhoneger oc’h abegiñ ouzh ar galleg tamm ebet hag en tu-hont da se e c’hell difenn gwelloc’h ar galleg dre ma ’z eo bresk stad e yezh.
Perak ar brezhoneg e lec’h ar saozneg ?
Perak plediñ gant ar brezhoneg ha n’eo ket gant ar saozneg p’emañ ar saozneg da vezañ desket buan gant hor bugale ? Evit ur galleger eo aes ar saozneg : an doare saozneg a implij, al lodenn ouiziegezh ret d’e zeskiñ (da lavarout eo nebeut a dra) n’int ket abeg a-walc’h da vont dillo war e dro.
Dre ma n’en deus andon ebet ar saozneg e sevenadur ar vro-mañ, evel m’en deus ar brezhoneg, e welan nebeutoc’h-nebeutañ perak e vije lammet war ar saozneg pa dap an dud bevañ en ur vro eus Frañs e lec’h ma vez komzet ur yezh rannvroel.
Elese, ma lakaer e vo desket ar saozneg un deiz bennak gant ar bugel galleger hervez an implij a raio gantañ, n’eus ket a vall bras da gaout en abeg d’an doare gouiziegezh rekis ha da heñvelder e batrom genetek a dosta anezhañ ouzh ar galleg. Dre ma ’z eus ur gwir reizhabeg d’ar brezhoneg a zo gwriziennet donoc’h e sevenadur ar vro, ez eo splann, ma vijen breizhad, e tibabfen lakaat ma bugale da zeskiñ brezhoneg.
Diwar an holl abegoù-mañ e soñj din emañ an divyezhegezh brezhoneg-galleg da vezañ difennet amañ, hep derc’hel kont eus ar splet meneget ganin evit ur bugel a grog yaouankik gant e soubidigezh en ur yezh keltiek kaer.
Kas ar brezhoneg war-raok
N’eo ket sevenadur ar vro-mañ un dasorc’hidigezh danzeadel embreget gant kefredourien a fell dezho kavout un abeg pe meur a hini da zizaoniñ o spered. N’eo ket kennebeut ur seurt klask artizanel war ar gwrizioù gouestlet da vagañ ur goulenn politikel; un adpakañ ur sevenadur diles ha kozh an hini eo nemetken, hep kontañ ez eo ur binvidigezh ouzhpenn war an dachenn sevenadurel. Sklaer eo da vat ez eo Europa ar Broadoù (na viro ket ouzh un Europa dreistvroadel da vezañ) Europa ar Yezhoù ivez.
Kalonekaat a ran start ha gredus an holl re a zo o fal kendalc’h ha kelenn ar brezhoneg war ur skeul vras. Un embregadenn ret eo. Ar re a zesk brezhoneg, ar re vras zoken, hag a zesk anezhañ d’o bugale a zo tud dellezek da vezañ estlammet outo.
Fellout a ra din lavarout e roan ma c’hred a yezhoniour a vicher gant kas war-raok ar brezhoneg.