Ar rouedad Diwan

  • E 1977 e oa ganet Diwan. 5 bugel a oa bet degemeret er skol gentañ, diazezet e Gwitalmeze. 41 skol, 6 skolaj hag 1 lise a ya d’ober Diwan hiziv an deiz. 3361 bugel zo degemeret gant Diwan (distro skol 2010) : 2353 er c’hentañ derez ha 1008 en eil derez.

    Diwan : skolioù kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl (arroudenn Karta Diwan)

    • Mellad 1 : « (...) Digoust ha digor d’an holl eo ar skolioù. »
    • Mellad 2 : « Bez ez eus eus Diwan abalamour da zioueroù an Deskadurezh Stad na vez ket roet ganti he flas d’ar brezhoneg ; goulenn a ra Diwan e vefe kemeret he skolioù e karg en ur servij publik demokratel ha nevesaet e Breizh (...). »
    • Mellad 3 : « (...) Diwan (a zifenn hag a gas) al likelezh war-raok en he doare-kelenn (…) »
    • Mellad 5 : « (...) e vez diorroet gant Diwan ur sevenadur e brezhoneg. »

    Ur skol evel ar re all

    • Klasoù kevratet gant an Deskadurezh Stad ;
    • Kelennerien stummet gant an hevelep diplomoù ha re an deskadurezh publik ha prevez ;
    • Skolioù o lakaat e pleustr ar progammoù ofisiel ;
    • Skolidi skoliataet evel ar re all, gant hevelep arnodennoù, an hevelep priziadurioù.

    Ur skol dibar he raktres

    • Tizhout an divyezhegezh dre hentenn ar soubidigezh :
    • Ar brezhoneg eo yezh pennañ er c’helenn hag e buhez ar skolioù ;
    • Kelenn ar galleg kerkent hag ar c’hentañ derez a gas da vestroniañ mat-tre ar galleg.
    • Ur bedagogiezh unvan adalek ar skol vamm betek ar vachelouriezh ;
    • Ur c’helenn gwriziennet e buhez sevenadurel Breizh a-vremañ ;
    • Familhoù perzh er raktres desevel.

    Evit goût hiroc’h war istor ar rouedad Diwan : Wikipedia.

  • Videoprezegenn / Visioconférence gant Skol Diwan Kemper

    7/05/20

    Videoprezegenn d’ar 7 a viz Mae gant Gilbert Dalgalian : divyezhegezh abred ha kelenn dre… Lenn pelloc’h
  • Raktres pedagogel Diwan

    5/10/13
    Diwan est un mouvement de parents et d’enseignants faisant le choix de faire vivre une culture par le moyen de l’école prenant comme support principal de cette culture la langue bretonne, outil… Lenn pelloc’h
  • Karta Diwan

    5/10/13
    Digor eo ar gevredigezh Diwan d’an holl familhoù a fell dezho reiñ un deskadurezh e brezhoneg d’o bugale, hep diforc’h sokiomicherel, prederouriezhel pe bolitikel. Digoust ha digor d’an holl eo ar… Lenn pelloc’h